Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
Simon

gaden Montroulez ? — Nan ; abaoue ar bloa tremenet oun deut d’ar vro-mà. — Charmet oun d’ho quelet ; mes, peseurt tud a gunduit-hu aze ? — Desertourien int. — Desertourien ! eme Simon… Cauzeal a reont-int brezonec ? — Ia sur, ha Bretonet int ive memes. — Allon-ta, eme Simon, en ur binça e vuzelJou, neo qet possubl-se ; ur soudard Breton na guitta qet e c’hiton ha na renonç qet da servicha e vro evelse. Neo qet güir eta, Autrone, n’en doc’h qet Bretonet ?

An desertourien na gredjont qet respont, hac an hano-se a Vreton, a behini e voant indign, a reas dezo stoua o fenn.

Penaus eta en eur gavit-hu aze, eme Simon (ous en em adressi da ur soudard en uniform, a valee a gostez d’un desertour, hac a zisqeuze beza accablet a chagrin) ? Ne seblant qet din e zoc’h deus o banden. — Demeus o banden ! eme ar zoudard, en eur sevel e benn gant indignation ; me, desertour !… Nan, nan, Autrou. — Petra eta, eme Simon, a rit-hu amâ, va c’hamarad ? — Eleal, unan eus ar maleuruset-se a voa va mignon a vugaleach ; soudarded e voamp assambles, hac em bije roet va buez evitàn. E grim, da behini na ouzòn qet petra so caus, en deus va reduiset en disesper. Forcet da nonpas en estimout mui, na meus qet ellet gouscoude cessi d’e garout, hac e zeo talvezet dìn rei dezàn ur breuven diveza, en eur ober dezàn ar c’hundu betec e zestination. Va c’harantez eviltà a voa anavezet mad ha dre se e--