Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
Simon

hu lenn ? Nan, autrou. — Goaz a se ; ho qelennel am bije da lenn ar pez a scrifer bemdez var labouriou an douar. Eno bo pije cavet instructionou mad pere o devije gallet ho renta capabl da gresqi ar produ eus an douar a labourit. Sonjal a rit oll entrezoc’h na ell qet beza netra vell eguet ar pez oc’h eus pratiqet a bep amzer, evel pa na rafet qet hep-cess un disolo util benac. Ma carfec’h selaou ar c’honseillou mad a roer dêc’h, e rafêc’h alies guelloc’h afferaou. Beza oc’h eus-hu bugale ? — Ia, beza meus ur mab. — Gouzout a ra-én lenn ? — Nan. — Eh bien ! cacit-én d’ar scol. Neuze e lenno dêc’h levriou var labouriou an douar, ha ma oc’h eus speret aoüalc’h evit heuill ar c’honseillou a gueffot enne, e vezoc’h souden contant da nonpas beza en em antêtet gant ar routin. Beza e zeus tud pere en em occup eus ho mad, hep na ouzoc’h ; mes coll o foan a reont, ma na fell qet dêc’h o zelaou. Gouscoude e ve hoc’h interest hac ho tever dont d’en ober. Rac anfin, mar doc’h Breton mad, e tleit desirout ar pez a ell ho renta pinvidicoc’h ha puissantoc’h eguet ar bobliou all. Productionou hon douar a ell ober hor pinvidiguez. Mes an douar ne brodu qet ar pez oc’h eus c’hoant; falvezout a ra dezi beza sicouret dre ingin ar speret. Ret e zeo eta dêc’h beza inginus evit ma vezo pinvidic hac ho prô ha c’houi.

Na achufen qet, va mignonet lennerien, ma carfen repeti dêc’h qement tra a lavaras Simon a Vontroulez da bep-bini eus an dud a gavjomp