Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
Simon

ec’h arrufe qement all ganêc’h. It, ît buan, ma en em dennit eus ar pas fall-se, bezit sonch neuze deus ar proverb a ouzoc’h ervad, pehini a sinifi eo arabat c’huitellat huelloc’h eguet ar guenou.

Antren a rejomp en un ty. — Bonjour, maguerez, eme Simon. Ho puguel a gri terrubl, ha n’on qet estonet eus a se. Cetu-én mailluret evel en ur c’hlaouyer. Oh! ma, ven-me mam d’ar c’hrouadur-se, ne virfec’h qet pell anezàn, evit e vatissa evelse. Lavarit dìn un nebeut peseurt grimaçou a rafec’h, ma vec’h fagottet eveltàn ! Ar buguelig paour n’en deveus qen moyen nemet da grial. Me garfe e scrichfe da faouta ho penn ! Na velit-hu qet penaus an aelic paour-se, privet eus a respiration hac eus a vouvamant, na ell na cresqi na remui e vemprou ? Perac e zeo an darn-vuia eus ho pugale pe mac’haignet pe glànvus ? El leal, abalamour na lezit qet anezo da guemer nerz. Guelet a rit-hu al loened o vailluri o re vian ? Evelse n’o gueler na tort, na luch, na coulmet, na gant an drouc peultrin. Gouzout a ran ervad e zeo ezêtoc’h arrengi ur buguel evel ur paqad goulas, evit e lezel da grial, hep en em jala gantân : evelse e zoar qittes d’e soigni. Ar motif hac an dra so qen barbar an eil evel eguile. Partout e renoncer d’ar fêcon gruel-se, hac ar re en em obstin c’hoas d’e gonservi, a so goall antêtel, goall diot, pe goall vechant.

Rentet var an hent, e qevjomp ur soudard. Salud, den vaillant, eme Simon. Pelec’h oc’h