Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
a Vontroulez.

eus-hu collet ho prec’h ? E campagn 1814, eme ar Soudard. — Ah ! penaus eta oc’h-hu bet blesset ? Gant un tenn fusuill ; mes em post e voan, ha n’er c’huittaïs qet nemet pa voen douguet ac’hane, ha goude e voe troc’het va brec’h, ha cetu me amàn. — Dleet oc’h eus souffr calz ? — Bah ! se n’eo netra. Va brassa poan a voa da nonpas ellout mui combatti, d’an ampoent ma valee an enemiet var douar va brô. — Ur bansion oc’h eus michanç ? — Ia, Autrou. — Hac e zoc'h contant ? — Contant bras. Ar groas a henor a meus, va fansion, un tamic douar a meus ive eus a bers va zad ; qementse a sufis dìn. Lennet emeus penaus ar soudardet roman a zistroe da labourat o douarou goude ar vataill : fier oun da ellout ober qement all, ha ne dlean qet en em glêm, pa velan e chom ganén ur vrec’h evit cundui an arar, hac evit e rei c’hoas d’am brô, m’en deus ezom. Me dou dêc’h nemeus qeuz da netra, na zeziràn mann evidòn, ha ne meus qen dezir nemet boneur ar Franç. — Ha me ive, eme Simon, a unis va desiriou gant ho re-hu, va mignon qer, hac e reqetàn digant Doue ma vezoc’h eürus ar rest eus ho puez ; Respet deoc’h, den vaillant ha Breiziad a fêçon !

Ur pennadic pelloc’h e qevjomp correspondanç an archerien.

— Penaus, autrou Berdou, eme Simon d’ar brigadier eus an archerien a gundue ur c’harad soudarded, c’houi eo a so aze ? — Ah ! bonjour, tad Simon. — N’en doc’h mui eta en bri-