Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
a Vontroulez.

ma-lec’h, e zeo sin en deus Simon achuet e afferaou eno.

Goude beza reqetet mil benediction var famill vertuzus Bernard, ha beza poqet dezo oll, e quittajomp Qimperle, evit mont d’an Oriant. Simon a Vontroulez n’en devoa, me gred, biscoas cauzeet qement evel a reas epad an hent ; ne gave qet un tremeniad, hep lavaret dezàn un dra benac.

Hê ! va mignon, mont a rit d’en em anrumi, emezàn da ur pautr yaouanq a guerze qen a elle : da belec’h e redit-hu qer buan ha qen caer ? Da velet ho toucic e zit-hu ? — Ah ! ben ia ! n’eo qet gant se oun occupet : redec a ran e quær d’en em informi ha da glasq ur voyen benac evit obteni un termen ous ur c’hreançour a fell dezàn guerza meublou va zad. — Vantrechien ! ma ven ho creançour, hac o velet ac’hanoc’h gant an habit mezer-se, ur scarpinou scàn en ho treid, hac ar roched fin oc’h eus, n'em bez qet nemeur a druez ouzoc’h. Penaus ta ! ous ho quelet e tremen, me am bije ho qemeret evit ar pinvidica fermier eus ar vro. — O va Doue ! nan ; n’en domp qet pinvidic, pell a se, hac hep dale marteze e vezimp c’hoas paouroc’h. — Lavarat a rìn-me dec’h-hu abalamour da betra ? eme Simon : e feiz, bet oc’h eus c’hoant da dremen evit ar pez n’en doc’h qet. Me gred oc’h eus c’hoant da ober evel ar c’hlesqer, pehini en em c’hueze evit en em renta qen teo hac an eugen. Ar c’hlesqer a grevas, va mignon, hac emeus aoun bras