Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
a Vontroulez.

ha ne zeus qet tremenet nemeur a zeiziou e pere n’em bez bet occasion d’o laqat e profit. N’em boa qet nemeur a c’hout evit ar vicher a soudard, m’en anzao ; mes enor am boa, ha gant ar galite-se ne doar james ur soudard fall. Me voan qet, evel a lavarer, ur c’hran, pehini evit an ordinal en deus e oll gourach var beg e deod ; mes ober a ren va dever, ha pa errue va zro, e voan prest, ha ne guittaen james va fost. Evel m’am boa disqet un draïc benac, ha ma scrifen brao aoüalc’h, e voen remerqet. Ar c’harter-mestr am c’hemeras evit servich dezàn da zecretour : a laqas va henvel da fourier. Ober a ren ar fonction-se gant honestis ; an dra-se a voue gouezet gant va cheffou, hac a benn bloa ec’h obtenis ar grad a serjant-major. Ar soudarded a gare ac’hanon, rac o zreti a ren gant douçder ; hac em boa sonch mad da veza bet soudard simpl evelte. Estimet mad voan gant va officerien, rac gouzout a ren oboissa ; va dever a ren mad ha fidelamant, ha carout a ren calz an urz vad partout. Er guis-se e meus grêt ar brezel epad seiz vloaz, hac e vijen bremâ officer, hep mar, penevert ur blesseur terrubl a recevis, hac am forcas da c’houlen va c’honge ha da guittât ar servich. Fachet bras e voen eus a se, nonpas dre ar c’heus d’ar vicher e voan objiget da guittât, mes abalamour ne voejen petra da ober evit beva, ur vech rentet er guær. Allòn, emedòn-me, Bernard, ne c’heus qet meritet fall, ne dlees qet ivez beza trêtet fall. Oant un ne-

6