Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Simon

beudic arc’hant am boa bet ar speret da zastum, e qemeris hent Roason ; hac evel m’am boe c’hoant bras da velet Qimperle, e c’houlennis ober an hent-se. Rentet e Qimperle, n’oun qet penaus ec’h antreis en ty-man evit eva ur banne güin. Epad ma tebren un tam en eur eva va banne, mestr an ty, pehini a voa ur güir Breton, ha na vele james ur soudard blesset e servich e vrô, hep en em interessi evitàn, a ras dìn ur question benac : respont a ris mad dezàn ; goulen a eure c’hoas diganén detaillou all, hac e contis dezàn tout va buez, en eur anzao an ambaras e pehini e zen d’en em gaout, pa vije dispignet va arc’hant. Goude beza fixet mad ac’hanòn, e lavaras din : va c’hamarad, ezom ameus ur c’hommis evit va souten em c’hommerç : contant e vec’h-hu da chom ganén? Perac nan, Autrou ! — Eh bien touchit amàn ; ne yêloc’h qet pelloc’h.

Cetu me eta antreet en carg e ty an autrou Edouard. N’em boe qet muioc’h a boan d’en em gundui mad eno, eguet n’em boa bet er regimant. Qemer a eure carantez evidòn, hac e teuas neuze d’am sellet evel pa vijen e vab.

Pêvar bloas voa e voan en e dy, pa c’halvas ac’hanòn un devez en e gabinet, hac e lavaras dìn : Va mignon Bernard, contant bras oun diouzit, hac e c’houzout ervad peguement e caràn ac’hanout. Commanç a ràn da veza côs, ha ne fell qet dìn dale pelloc’h da bourvei va merc’h. Guelet mad e meus en em garit ho taou ; me fell dìn e temesses dezi hac e qe-