Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Simon

ha n’en em separomp james. — Guell a se ; charmet oun eus a guementse.

Cetu ni hon tri brec’h ha brec’h ous en em renta e ty Bernard, ha marc’h Simon o heuill e vestr evel ur c’hy bian. — Penaus, eùe Simon, en ur sellet ous an ty, marc’hadour out-te ? — En ho servich, eme Bernard. — Herves a velan, ne c’heus qet grêt afferaou fall, rac an dra-mâ oll o deus apparanç vad. — Mes… contant aoüalc’h oun eus va stat. N’am eus biscoas ancouêt ar c’honseillou mad a roec’h din guechall e Montroulez, hac e zeo ret dìn hirio ho trugarecât, rac boneur a meus bet oc’h heuill anezo. Dent ivez da velet va greg. — Petra, demezet out eta ? — Ia, dre c’hraç Doue, ha bugale, a meus ivez. Deut d’o guelet, Simon.

Bernard hor presantas d’e bried, pehini a elle caout vardro un trêgont vloaz, yac’h ha fresq. E daou buguel a voa en e c’hichen, ha Simon a boqas dezo, cazi en eur voela gant ar joa. Goude ma voemp en em reposet un nebeut, ha m’hor boe evet ur banne, Simon a lavaras d’e vignon Bernard : Arça, va c’hamarad, cont dìn brema un nebeut eus ar pez so c’hoarvezet ganet abaoue na meus qet clêvet comz diouzout, ha penaus en em gaves hirio en ur bosition qen eurus. — Gant plijadur, tad Simon, ha qementse eo an nebeuta a dleàn dêc’h.

Sonch mad oc’h eus, eme Bernard, eus an oll avisou mad a rojoc’h dìn qent ma partiis evit an arme ? Ne meus biscoas o ancounac’hêt,