Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
a Vontroulez.

Ah ! eme Simon, en eur hija e benn, se eo ar pez e zeomp da c'houzout.


HISTOR JANNEDIG AN TRAON.


Jannedic an Traon, eme Simon a Vontroulez a voa ur plac’h ar c’hoanta, evel a ouzoc'h ; mes maleurusamant nemet re n’er gouie, ha dreist oll e carrie calz re ma vije er lavaret dezi. Ne devoa nep devotion, ha na frecante an ilisou nemet pa ne allie ober autramant. He occupation, hed ar sizun, a oa da sonjal peseurt dillat brao a laqaje d'ar sul, evit redec d’an dançou. Aoun bras e devoa da zuât he c’hroc’hen pe da galedi he daouarn ; evelse na garrie labourat nac er parc nac en he zy. An nebeudic a labour a forcet anezi da ober, a voa gret fall ; rac el lec'h ober attantion, ne rê nemet sonjal er c’homplimanchou e devoa recevet ous abers an dud yaouanq. He brassa c’hoant a voa da vont d’an Naonet, rac clêvet e devoa lavaret en em amuset calz eno, hac e sonje e convene muioc’h dezi ur guær gaer eguet ur bourqic. Na cesse da dourmanti he mam var guementse ; mes an hini gôs pehini a vouie ervad an oll dangeriou e devije risqet he merc’h eno, na gonsante qet. Gouscoude, dre na vouie mui petra da ober eus ar pennic scanv-se, ar vam baour en em decidas anfin da lezel he merc’h da vont d’an Naonet, da un ty da behini e voe adresset gant an antrou Person ; gant recommandation da evessa var-

5