Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
Simon

nezi muia ma vije possubl. An autrou Person a roas da Jannedic, qent partial, an oll avisou mad evit en em gundui en hent ar vertuz ; mes qementse collet e voe ; ar pennic avelet na selaou netra, ha na sonje nemet er blijadur da veza en ur guæw gaer. Ah ! paoures qêz Jannedic !… Erruout a ra ; placet eo e qalite a blac’h dindan bugale. Ar valeuruses na entente netra en he dever : lezel a rê anezo da grial, na rê nep attantion pa bignent var ar gadoriou, a belec’h ec'h ellent coeza hac en em vlessa. Ne devoa nep soign d’o goalc’hi ha d’o delc’hel propr. Evel en e bourg, Jannedic n’en em occupe bepret nemet diouti e-unan. Qerqent ha ma antree eure benac e ty e mestrez, Jannedic a zirede d’en em disqeus dezo. Mes hep dale e devoe ar maleur da selaou un autrou yaouanq, hac e teuas da veza arrogant bras eus an domestiqet all. Qemer a eure memes fêçonniou impertinant dirac e mestrez, pehini dija, meur a vech, e devoa e c’havet meurbed insolant.

Anfin, un devez e pehini e devoa casset ganti ar vugale da bourmen, var qæ ar Fôs, e lezas anezo evit chom da gonta cojou gant un den yaouanq. Qerqent e clêvjot crial : Forç ! sicour ! Ur buguel zo cuezet er rivier !… Jannedic, spouronet oll, a guezas semplet. Eurusamant un den o tremen a saillas en dour, hac a savetâs ar buguelic, a sonjet a voa beuzet.

Me ho lèz da sonjal penaus e voe recevet Jannedic gant mam ar buguel ! Laqet e voe er mès an ty ractal, ha cetu-hi na voar pelec’h