Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
Simon

c’houzout ober un dra benac, ha da veza en etat da c’hounit va buez. Me garfe nonpas ho quittât ; mes va zad a zo côs hac en deus ezom e zicourfen anezàn, hac e zeo ret dìn labourat evitàn. Bremâ ec’h ellàn beza placet evit qeguinerez en un ty disterroc’h eguet hoc’h hini : beza e vec’h-hu c’hoas mad aoüalc’h evit va recommandi d’ar re o devezo c’hoant d’am c’hemer ? N’en deo qet falvezet dìn clasq ur plaç all, arauc beza goulennet va c’honge diganêc’h.

An Itron a voe meurbet contant eus ar santimanchou mad-se a Jacqettic ; prometi a reas recommandi anezi, hac e miret en he zy, qen e devije cavet ur plaç mad dezi. Jacqettic a yas da velet ar Person evit goulen e brotection digantàn. Hoguen diguezout a reas justamant un itron gôs pehini e devoa ezom ur gouarnerez, hac evel ma anaveze ar person Jacqettic, e sonjas na elle qet ober vell, eguet e flaci en he zy, ha cetu hi deut qenta qeguinerez. He mestrez so contant bras diouti, e pep fêçon. Gounit a ra arc’hant aoüalc’h ; ha ma na devije qet bet ar maleur da goll e zad, evel a ouzoc’h, ec’h alfe ervad e renta eurus bremâ. Sonjit ivez penaus an itron gôs, hep douet, na ancounac’hayo qet anezi en e zestamant ; mes Jacqettic e deus ur galon re vad evit sonjal soqen en se, hac evit ober ur seurt calcul. »

Hac ar ar baourez qèz Jannedic ? eme ur plac’h yaouanq ; peguent coant, peguen êmabl e voa hi ! A betra e zeo-hi deut ive ?