Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
a Vontroulez.

a voa coant, ha ne devoa nep pretantion, mes calz a furnez, a zevotion, hac a attachamant evit al labour. Evelse, pa bartias evit an Naonet, he brassa c’hoant a voe da labourat guella ma elje, evit gounit arc’hant, ha gallout soulagi he zad, pehini a voa côs hac infirm. En eur erruout er guær gaer-se, en em bresantas en un ty e pehini e voa bet recommandet gant Mêr ar gommun-mâ, hac ouspen-se, ec’h elle disqeuz un testeni mad digant an autrou Person. Recevet mad e voe, var ar seurt rapportjou, da guenta evit goualc’hi ar vesseliou hac ober al labouriou gros eus an ty. Jacqettic ne voa na fier na feneantes, hac a rê hep murmuri qement tra a gommande memes an domistiqet all dezi, ar pez a reas d’an oll e c’haret. Dre m’e devoa c’hoant bras da zisqi ober ar gueguin, e pedas qeguiner an ty da gaout ar vadelez da zisqi dezi penaus en em guemer, ha da rei dezi un instruction benac var e vicher. Ar c’heguiner a voe contant bras eus a se, hac e nebeut aoüalc’h a amzer, Jacqettic a deuas da veza ur gueguinerez vad. Qement se a so facil, gant nebeut a volonte vad. Jacqettic a voa fur ; cuntinui a rê da ober e dever a gristenes, evel a voa dleet, ha person ar barres a anavezas mad anezi.

P’en en em santas capabl da occup ur plaç diessoc’h, mes avantajussoc’h, a yas da gaout e mestrez, hac e lavaras dezi : Itron, anaoudec mad oun eus ar vadelez oc’h eus bet d’am receo en ho ty ; deoc’h emeus an obligation da