Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Simon

ha qement tra a ranq ur buguel da c’houzout evit dont da veza docil, soumetet, christen mad, hac enfin da veza tud honest, ha memes evit beva disepandant ; rac an hini na voar netra en deus bepret ezom deus ar re-all, hac a chom dindan zujidiguez an oll.

An afferaou, Fanchon, ne zint grêt mad nemet pa vez capabl peb-hini da ober e-unan e re ; tleout a rit er gouzout. Ho pried na voar na lenn, na scrifa, na counta ; ma na vec’h-hu qet aze, penaus-e zafe trein ho ty ? Eurusamant e zoc’h capabl hoc’h-unan da regli ho countchou, ha dre se oc’h certen da nonpas beza tromplet. Ha ne allit-hu qet prisout an avantach-se, ha sonjal ervad da laqat ho pugale d’en em brocuri ar memes faveur ? Pa voezint lenn, scrifa ha counta, eh bien ! da zeport ma vezint en oad da gundui o afferaou o-unan, e sicourint ac’hanoc’h eus ar bec’h pounner-se en ho côsni. Sonjit ouspen penaus e vezint habituet d’al labour ha d’an urz vad ; penaus ne vezint na c’hoarierien, na feneantet ; penaus o devezo recevet principou a religion hac a honestis. Pa ho pezo rentet anezo instruet, tud a fêçon ha mignonet d’al labour, n’ho pezo nep poan o placi anezo ervad : mad e vezint evit pep seurt stat, hac e vezint clasqet memes. Mes, er c’hontrel, mar o lêzit en ignoranç hac er feneantis, en em roint d’ar viçou, hac e rint dêc’h calz a chagrin. Allon, Fanchon, ret eo absolumant d’ho pugale mont varc’hoas d’ar scôl, ha me o c’hunduo.