Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
a Vontroulez

em rentas souden mignon bras d’ar re-mâ, en eur c’hoari gante e tal an tân, da zeport ma vije prest coannia. Mes dre na ancounac’hae james an traou util, en em avisas da c’houlen digant ar mab hena ha gouzout a râ lenn ha scrifa. Ar buguel qèz a respontas gant un nebeut a vez na vouie netra a guementse. An tad Simon n’en em amusas qet da gresqi confusion ar pautric, rac santout a rê ervad penaus e voa an dra-se dre faut e dud, ha nonpas dre faut ar buguel, mar boa ignorant. Mes Simon a c’halvas ar vam, hac a lavaras dezi : Fanchon, ha na Sonjit-hu qet laqat disqi lenn d’ho pugale ?

Fanchon. — Mes, tad Simon, falvezet eo bet din laqat disqi un dra benac d’an hini bras, hac ez oun bet forcet da renonç da se, rac ne gomprene netra eus ar pez a zisqeuze e vestr dezàn.

Simon. — He bien, Fanchon, ret e vije na entente e Vestr netra e-unan. Mes, perac ne gacit-hu qet anezàn d’ar scol, coulz hac e vreur ?

Fanchon. — Eléal, Simon, rac sonjal a ràn na zisqint qet muyoc’h.

Simon. - Ar pez ho trompl eo se, Fanchon. Beza oc’h eus amàn scoliou mutuel, e pere e zeo impossubl nonpas disqi.

Fanchon. - Evit güir. clêvet a meus comz eus ar scôl-se, mes n’ouzòn qet petra eo.

Simon. — Er seurt scoliou-se ar vugale en em zisq an eil eguile da lenn, da scrifa ha da ober chiffr ; disqi a rêr ar C’halekis. an Aviel,

3