Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
a Vontroulez


Fanchon. — Hervez ar pez a livirit, tad Simon, na c’houlennàn qet guelloc’h, hac en em gonfian ennoc’h en oll.





CHABISTR VI.


Simon a Vontroulez a gundu d’ar scol ar vugale a golle o amzer.


An deiz varlerc’h vintin, Simon a Vontroulez ha me e qemerjomp peb-hini ur pautric dre an dorn, evit en em renta ganto d’ar scôl mutuel. Fanchon a deuas ivez ganeomp gant e fautrez, rac curius e voa da velet ar pez e devoa clêvet gant Simon. Ur pautric a deuas da zigueri an nôr deomp, hac ar mestr en em hastas da receo an daou scolaer nevez a bresantjomp dezàn.

Evel ma errujomp, e commance ar scôl. Eno e veljomp vardro daou-c’hant buguel, pere a oboisse da gestou unan eus o c’hamaradet, placet var strad ar mestr, e qalite a Vonitor-General, ha peb banqat bugale a oboisse goude d’ar Monitor particulier. Oll e labourent assambles. Ar re yaouanqa a verqe lizerennou var sabl ; re all a sqrive var mein tô, dindan dicte ar Monitor ; anfin, ar re habilla a scrife var paper en ur fêçon surprenus. Remercout a rejomp var bisach an oll vugale-se un ær a laouennidiguez hac a gontantamant, pehini a