Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274
ŒUVROU DALIF

an tour, hac hini bag ar balonç.

Hac e lavaras : Peguen caer e zeo beza qen huel ! Penaus ec’h eller guelet a bell, hac ehana êzet ! Ma ven da viana var lein an ty, em bez ear, hac an domder n’am etouffe qet, evel amâ d’an traòn.

Hoguen, epad ma lavare se, e clêvas ur vouez a sortie deus ar punç ; hac ar vouez-se a voa hini ur scarzer punçou, pehini a lavare :

Trista stat eo tremen ar vuez dindan an douar, da scuilla ar c’huezen e creiz un ear humid ha fall, dious scleur trist ur c’houlaouen roussin, epad ma medi ar re-all duont d’an nec’h, o vale var ar yeot glas, hac o tomma en eol !

Hac ar c'homzou-se a eure compassion da zen al leur, pehini a sònjas : Cede aze unan a so izelloc’h ha muioc’h da glêm eguedòn-me.

Hoguen, e qeit ha ma tremene an traou-se, counabrennou a voa en em dastumet en ear, hac un arneu derrubla darzas. Ar gurun a ruille spontus, hac a luc’hed a flamine horrupl.

Hac ar balonç a voa fourgasset terrubl hac adreus hac a hed en ear, ha den ar vag na zizac’he mui a zabl, na rê mui goab ous den, rac caret en devije neuze nonpas beza qeu huel, hac en devije gant joa vras chenchet e stat ous unan humploc’h.

Mes, epad ma leusqe hirvoudou inutil ha, criadennou spontus e vean, ar gurun a goezas var ar balonç, hac a laqas ennàn an tan, ha den ar vag a voe precipitet, hac e gorf oll brêvet.

Ha qerqent goude, e cuezas ar gurun ivez