Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
Simon a Vontroulez

tout an dud, pere, en eur vusuri o hueldet, a ancounac’ha atao da zisconta hini an diazez var behini ez int placet.

Hoguen, epad ma stoue e zaoulagad gant disprisanç var den al leur, cetu ma santas un dra benac o cueza var e benn ; hac o veza savet e zaoulagad, e velas a gostez d’e dy un tour calz huelloc’h ; hac e voa un den all var an tour-se. Hac an den-mâ, o velet hini an ty izelloc’h eguetàn, en devoa credet ellout e zisprisout, hac a granche divar foei var e benn.

Mes den lein an ty a voe indignet, hac a lavaras : Perac na ellàn-me qet trapout duont d’an nec’h ? hac e c’hourdrousas hini an tour. Gouscoude e c’hourdrousou a voa impuissant, ha den an tour a c’hoarze ous se, hac a rê goap.

Hoguen, epad ma c’hoarze, cetu ma santas e-unan un dra benac o cueza var e benn ; hac o veza savet e zaoulagad, e velas ur balonç en ear o vrancelli gant majeste ; hac e voa un den ebars bag ar balonç-se.

Hac an den-mâ o veza guelet an hini a voa var an tour dindannàn, en devoa credet e drêti gant disprisanç, hac er goapae, en eur disac’ha sabl ha grean var e benn.

Mes den an tour a voe ivez indignet, hac e lavaras : Perac na ellàn-me qet pignat er vag-hont ? hac e c’hourdrouzas gant furor den ar balonç ; hac e c’hourdrouzou a voa er memes tra impuissant.

Epad se tout, den al leur o veza ivez sellet d’an nec’h, a apercevas hini lein an ty, hini