Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
Simon a Vontroulez

var an tour, ha den an tour a voe pulluc’het.

Hac ar fouldr o veza difframmet mein dious an tour, a strincas unan var lein an ty, hac an den a voa var gorre a voe torret e vrec’h gant ar men a guezas varnezàn.

Hac an den a voa var al leur a voe quittes a dout evit caout e zillad distrempet gant ar glao bras a gueze.

Hac an den a voa er punç, ne voa qet en em apercevet memes e zoa bet un arneu en ear ; ha moment e repos o veza erruet, n’en em glêmas mui, mes cana a râ.

Neuze den al leur o veza clêvet anezàn, a sellas er punç, hac a lavaras d’an den a voa e-bars ar pez a voa c’hoarvezet.

Hac o veza contet an traou-se, ec’h ajoutas : N’en em glêm mui da veza placet qen izel ; rac an hini a voa an huella, a voa an tosta d’an arneu ; scòet eo bet da guenta hac ar goassa. An tol a so bet ivez marvel var an tour ; bet e zeo c’hoas terrubl aoüalc’h var lein an ty. Me va-unan, evit beza bet en em gavet huelloc’h eguedout un nebeud, e meus bet ivez va lodennic. En em glêmi a rès, epad ma en em c’hlorifie ar re-all ; bremâ ec’h eus rêson da gana, pa zeo güir an arneu en deus o discaret, n’en deus discuntinuet na da labour na da repos. Mont a ràn da gana ivez, ha n’en em glêmìn mui, me pehini na meus recevet nemet glao, hac a ell beza sec’het en eol.

Ar c’homzou-se a laqas den ar punç da sònjal, ha d’en em lavarat dioutàn e-unàn : En em