Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
ŒUVROU DALIF

hi hepqen a ell ho renta eurus er vuez-mâ hac er vuez all, em bezo tizet d’am but. Ar rest na sell mui diouzìn. Dêc’h eo, danvad eveldòn, d’en em sclêrigenna e qever ho pastoret, da veza docil d’o mouez, ha da respecti ar c’haracter eus a behini hon Autrou en deveus o c’harguet. It eta da bresta ho tiouscouarn da gomz Doue, pehini e zint carguet da brezeg ; ha ra deuyo ho scouarn d’e gundui betec ho calon, rac ar gomz-se a ro ar vuez.


Simon a Vontroulez.





PARABOLEN


Simon a Vontroulez.


————


Un deiz, un den a voa pignet var lein e dy, pehini a voa huel bras, ha demeus a eno e selle d’an traòn.

Hac e velas un den all pehini a voa en e za var al leur, arretet e qichen ur punç.

Hac epad ma selle, an avel a c’hueze endro dezàn, hac an drouz a rê an avel ebars en e ziouscouarn a etourdisse hac a vezve anezàn.

Hac en em lavare dezàn e-unan : Me pehini a so amâ, me so brassoc’h eguel ar c’hrouadur-hont a velàn duont d’an traòn, hac a seblant dìn qen bian.

Hac e lavare se, rac ober a rê evel a ra cazi