courus, astennet etrezec an hini so cuezet. Beza e zeus enni un dra benac a douchant hac a imposant er memes amzer. Me zisfi ar speret scànva hac ar muia vean, da nonpas santout teneridiguez ha veneration d’ar guel eus an innoçanç pe deus ar c’heuz en peden. Me zisfi d’ar speret crén ar robusta da nonpas en em santout touchet bete fonç e galon, o velet ar foul prosternet dirac Doue ebars en un ilis. Me zisfi an impi an divergonta da nonpas respecti ar bêleg astennet e zorn evit binniga un oll bobl daoulinet.
Ar beden, va mignonet, a grénva ar feiz, a enaou an esperanç, hac a antretien ar charite ; an teir vertuz qenta-se demeus ur c’hristen… Mes, goustadic ! santout a ràn e conven dìn en em arrêti amàn. En despet d’am studi en theologi, n’en em gredàn qet crén aoüalc’h nac habil aoüalc’h evit antrepren disqi dec’h reoliou ha güirioneou hon religion. Arabat eo da un danvadez en em avisa da felvezout cundui an tropel, rac ellout a rafe en dishentcha hac en livra d’ar bleiz ; d’ar messaer eo d’e gundui. Mes un danvadez a ell rei ar c’husuill hac an exempl da selaou ar messaer ; hac e zeo se hepqen am eus falvezet ober.
Cetu aze eta petra eo, va mignonet lennerien ; ha ma e meus bet ar boneur, dre ar pez a meus santet va-unan, d’ho laqat da veza persuadet mad e zeo ar religion ar güir zourcen demeus an oll vertuziou, e zeo hi hep mui-qen a ell rei dêc’h an nerz d’o acquisita, e zeo