Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
ŒUVROU DALIF

c’hraçou da renta evit ar madou a so prometet dezàn, pe evit ar re ous a bere en deveus epuiset ar jouissanç ? Hac adalec an artisan paour hac humbl betec ar roue puissant encernet a bompou vean hac eus a ur vajeste a un devez, piou eo an den marvel n’en deus netra da c’houlen ous Doue, eus a behini ar buissanç a ell souten an oll infirmiteou, ha brousta an oll buissançou ? Oh ! peguement e clêmàn an hini ne voar qet adori ha pedi ! Mar deo eürus, e zeo eta un ingrat ! Mar souffr, mar pouez an anqen hac ar vizer varnezàn, n’en deus eta na consolation nac esperanç ! Mar deo coupabl, mar tispen ar remors e galon, na vel qet eta ar pardon goude ar c’heuz ! Peden santel ! nac a vad ac’h eus grêt dìn ! Rac, den oun, had e meus paeet evel un all va dle a sempladurez hac a drubuillou d’an humanite. Mes pa meus pedet diouc’h ar mintin, ez oun bet guelloc’h ha crénvoc’h epad an deiz ; pa meus pedet diouc’h an nôs, e meus reposet tranqilloc’h epad an nôs ; pa en deveus ar boneur c’hoarzet ouzìn, ez oun bet laouennoc’h goude beza pedet ; pa zeo deut an affliction d’am bisita, e zeo ar beden e deus roet dìn ar pouvoar da souffr gant fermder, hac e deus gret dìn esperi gant confianç. O va mignonet ! credit ac’hanòn : neus forç petra eo ho condition, pedit ; rac ar beden a so ur bouclier a enep an tentationou, ur bom hac a gleizenna ar gouliou, un dorn invisibl pehini a zouten an hini a vrancel, ur vrec’h si-