ebars secrejou ur vuez all ; ne zeus nicun en devez ar pouvoar da lenn en amzer da zont na da gonjuri ar sperejou pe an elemanchou ; rac c’houi eo hepqen a zalc’h en ho torn an amzer hac an eternite ; c’houi hepqen eo a gommand d’an oll, dec’h-hu eo hepqen ec’h apparchant ar buissanç dreist-natur. Ho madelez e deveus disqet deomp ar pez a dleer da gredi, ha ne zeus a virionez nemet en ho comz divin.
Ar circonstanç pehini e zoun o paouez rapporti, a êchuas da sclerijenna ha da grénvât va rêson a enep credanç distro an anaon, ar sorcerien, hac an unvreou. Evelse eo e teuas ar religion da effaci deus va speret betec an disterra tresç a supertition ; rac ar supertition, pehini na vev nemet eus a spont hac a eus a erroliou, na ell qet bale gant ar religion, pehini so esperanç ha güirionez oll. Ne zeus nemet an den impi, an den mechant, a grën hep cess, a vel dre oll sinou spontus ha gourdrouzus, pe a glasq ur voyen er gredennou insancet. An den devot ha just na laqa e feiz nemet en Doue, ha na blass e refuch nemet ennàn.
Ah ! piou n’en deveus qet eprouvet an ezom eus ar feiz hac eus ar refuch-se ? Piou eo ar c’hrouadur humen, nemet disec’het ha pervertisset vez e ene, n’en deo en em santet biscoas presset d’en em brosterni dirac an Autor eus a bep tra oll ? Piou eo, adalec ar buguelic a antren er vuez betec an den ancien a so tost d’ar bez, piou eo an hini n’en deveus qet a