Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
ŒUVROU DALIF

va guenou hepqen a gane meulodiou da Zoue, pe a varmote pedennou hep nep attantion ; ne voa mui d’am diouscouarn hepqen en em adresse ar c’homzou divin : va ene a voa eno, selaou a rê, pedi a rê, glorifia a rê.

Adalec ar moment se ivez, an nerz na vanqas mui dìn evit combati a enep va goal inclinationou, hac evit en em avanci en hent ar güir vad. Ma n’en deveus qet Doue permetet e vijen eat qen pell evel am bije desiret, na dleàn qet nebeutoc’h a c’hraçou dezan evit beza va sicouret, qen alies guech evel ma emeus imploret e visericord, da zont da veza un draic benac nebeutoc’h indign demeus e vadelez.

Ar mad-ober-se a so bras, va mignonet ; mes n’en deo qet én an hini hepqen a meus cavet en asgre va religion. Evelse, penetret eus a buissanç Doue, ec’h anavezis da bep cammed an tresçou hac an testeniou. Qement tra oll a rën en em gaera d’am daoulagad dre ar gontemplation burzudus-se : adalec an derven betec ar yeotennic ; adalec an eugen nerzus pehini a labour hon douarou, betec an amprevanic en em goach dindan ar sec’hic ; adalec ar sparfel a nich gant majeste ebars en huella demeus an ear, betec ar venanennic pehini en em ruill var ar guinizou dû ; adalec goaguen ar môr bras, betec an drouzic sioul eus ar voazic disterra ; adalec ar stered a luguern er firmamant, betec ar preònic a leusq en devaligen un tamic sclerder a netra ; adalec ar menez brassa, betec ar c’hreunennic sabl a ruill var