ha da driomphi diouzomp hon-unan. »
Neuze qement a voa oll tremenet en em represantas ractal d’am speret, hac er guelis sclêrigennet demeus a ur sclerder nevez. En eur digass dìn da sonch deus ar pez am boa disqet, en em estonis da nonpas beza bet er santet c’hoas guelloc’h, da nonpas beza guelet qement tra oll a zisoloen en instant, da veza douguet qement all a yenien hac a lezireguez d’an actou-se a religion pere a vezur buez an ene. Dre ma teuen da sònjal buan en traou-se oll, va speret a sclêrae, mui-ouc’h-mui, ha va c’halon en em gargue eus a un esmae, pehini a ellan gant güirionez henvel santel. Seblantout a rê dìn e voan hepqen o paoues disqi da anavezout Doue. Treantet, touchet, scòet en ur memes amzer, en em dennis, hep sònjal, varzu an Ilis ; antren a ris enni, en em brosterni a ris, ha va ene, evit ar c’henta guech, a reas pignat varzu Doue actionou a c’hraç, hac ur beden realamant sortiet eus a fonç va c’halon.
Adalec an devez-se, va mignonet, va devotion ne voe mui un habitud yen ha vean hepqen. An admiration, an anaoudeguez hac ar garantez a voa antreet em c’halon. Comprenet em boa anfin ar religion oll buissant-se, sourcen eternel demeus an nerz ar muia güirion, demeus ar preciussa esperanç, ha demeus an douça consolationou. Douguen a ris neuze dispositionou nevez da accomplissamant va deveriou a zevotion : ne voa mui hepqen va c’horf a gunduen hep nep sonch d’an ilis ; ne voa mui
23