Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
ŒUVROU DALIF

golistr, evel m’am bije grêt peb tra all ; mont a ren d’an ilis reizamant, en em acquitta a ren mad eus va oll deveriou a gristen ; mes, ret eo dìn avoui e voa realamant va devotion un habitud calz muioc’h eguet ur santimant eus a voeled va c’halon.

An instruction hac an habitud-se, gouscoude, ne voent qet traou vean hac inutil, evel e zit d’e velet.

O veza bet qemeret ar resolution da voellât va stat, hac o caout, eus a ur peurs, o devoa poan o qemer grizien em c’halon certen vertuziou transplantet enni a nevez ; eus a ur peurs all, e zoa rebel d’am effortchou certen defautou ha certen youlou bian, ha pere a antree bepret ennòn dre un nor benac, pa chasseen anezo dre un all ; en eur anavezout anfin e zoa nebeut eus va nerz va-unan evit chom trec’hour en ur seurt gourren, en em avisis da c’houlen diouzìn va-unan e pelec’h ec’h aljen cavout un asistanç puissantoc’h.

Ebars en eur moment e pehini e voan cazi digourajet eo, en em adressis dìn va-unan ar guestion-se ; ha va sell a reas ar respont ous en em sevel varzu an ên. Seblantout a reas dìn e tisqenne neuze en diabars eus va ene ur saezen eus an nec’h, hac a sclerijenne qerqent anezàn. « Ia, a griis-me, demeus a voeled va c’halon, en ên eo emedi ar güir nerz ; Doue eo hepqen en dispanç ; ebars er religion eo hepqen ec’h ell ur c’hristen e gaout ; gant an nerz-se eo hepqen e parvener da drec’hel e adversourien