Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
Simon a Vontroulez

fachus am boa digasset ganén er bed, ebars va faour-qéz paqadic humen. Credi mad a ràn beza ivez lavaret penaus an antreprenanç-se, pehini a seblantas dìn dabord qen simpl ha qen facil, na zaleas qet da bresanti dìn un a nombr bras a zifficulteou da here ne voan qet en em c’hortoset. Ret eo dìn explica hirio penaus e meus allet parveni, ma ne deo qet d’e digass d’e foent, da viana da berseveri enni, ha da nonpas en em digouraji.

Gouzout a reot dabord en devoa elevet va zad ac’hanon en christen mad, ha memes, herves ar sònjeson en devoa bet da ober ur bêleg diouzòn, ne voa qet en em dalc’het soqen d’an instructionou simpl eus ar religion a recev ar vugale. Gant sicour an den venerabl ha caret mad an A. abat Ar R…, d’an ampoent-se chaloni en ilis an Itron Varia ar Vur, e Montroulez, pehini en devoe memes ar vadelez da zont d’am c’houlen digant va zad, en devoa laqet va instrui un nebeud muioc’h e fond eus a zoctrin ar feiz ; hac e vijen bet memes capabl, e câs a ezom , da rêsoni var meur a boent eus an theologi.

Gouscoude, accustumet abaoue va c’henta bugaleach d’ar praticou eus ar religion, hac o veza bet commancet da studia en un oad e pehini ne sònjer qet a barfetet, hac e pehini ivez ar memor a ra muioc’h a labour eguet na ra ar rêson, em boa disqet va c’hatekis hac al levriou santel, evel ma em bije qemeret qentelliou all ; ramplisset em boa ar fonction a