Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
ŒUVROU DALIF

ma teuyo ar bloaveziou da boeza var e benn ! Eurus an hini pehini, parvenet d’an oad-se e pehini ar vuez so en amzer dremenet, n’en deveus nemet sonjesonou enorabl, hac a ell en em lavarat gant fizianç : Ne meus grêt drouc ebet da zen ; grêt e meus ar muia a vad ameus ellet ; bet oun mab mad, tad mad, pried mad, breur mad, mignon mad, mestr mad, servicher mad, ha den honest ; abandoni a ràn va ene da Zoue !

————


Cetu aze petra eo, va mignonet qer ; cetu aze ar pez a souhetfen evidòn, hac evidoc’h ivez, eus a galon vad. Aoun a meus hepqen da veza bet en em guemeret re divezat, ha da nonpas beza bet anavezet mad abret aoüalc’h ar voyenou. Profitit eta deus ar re a meus disqeuzet dêc’h, hac ec’h erruot d’ar but-se calz faciloc’h eguedòn-me.

Simon a Vontroulez.





RELIGION


Simon a Vontroulez.


————


Contet emeus, en ur scrit all, penaus un deiz en em laqis em penn da acquisita ur vertuz benac, ha da gombati ennòn an dispositionou