Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
Simon a Vontroulez

an droucranç, e zeus unan e pehini marteze na sònjit qet : ar rustoni er manielou hac en discoursiou eo. N’en em frotter qet gant plijadur dious ul lim pe dious ur rap, ha pe en deveus ho qignet, e stlapit anezàn gant humor ; den ebet n’en deus ar faltasi d’a ober allazic da un heureuchin, mes frotta rêr gant plijadur qein flour ur guiberic bian. Er memestra, ar rustoni en dud en deveus un dra benac a zic’hout, a bella, e qeit n’o deus nemet da c’hounit ous en em disqeuz douç ha gracius. Bezit certen na lavar qet muioc’h ar c’homzou gros eguet ar re vian, ha penaus ur gest rust ha brutal ne roont qet nemeur a bouez d’ar c’homzou.

Tachit eta, va mignonet lennerien, d’en em regli var ar principou-se ; ha dreist-oll, evit hoc’h enor, respectit en ho tiscoursiou hac en hoc’h actionou, ar pez a so placet dindan protection an honestis, sempldet ar sex hac an oad. Ar goas, en oll circonstançou, a dle protection d’ar vreg, hac e zeo ul lach mar teu da oprima anezi. Ra vezo ho langach fur dirac ar vugale yaouanq, rac fleurennouigou dilicat int hac a eller da voëzvi dre ur c’huez impur. Enorit an oll bleo guenn, rac an hini a so guenn e vleo, a erru e termen e vuez ; e nerz so disec’het, hac en deus ezom ur vrec’h d’e zouten ; ret eo ezetât evitàn fin ar veach, hac hada eus a ur fleuren benac ar rest eus an hent en deus c’hoas da ober. Maleur d’an intourdi yaouanq na respect qet ar gôsni ; en em brepari a ra mez ha qeuz evit an amzer