dorn peb-hini. An hini a brocur labour, a ro alies guelloc’h eguet arc’hant ; hac alies ur gusuill vad a brofit muioc’h eguet ur scoët. Ar pez a ell c’hoas profita muioc’h eguet ur gusuill mad, eo un exempl vad ; ha goude an enor d’e rei, ne anavezàn netra enoraploc’h eguet ar gourach d’e heuill. An druez, ar gompassion, ar gonsolationou, ar soignou, a ell ivez, e defaut a vell, beza ar madou-ober eus ar paour, hac ar madou-ober-se a zoug frouez ; rac ur gomz a interest a ranim avichou qement hac a rafe ur breuvach confortus.
Bezomp sonch mad en traou-se oll ; hac evel eus an eil moment d’eguile ec’h ellomp caout ezom eus a zicour un all, na ancounac’haomp qet ne zeus netra a boannius hac a ambarassus evel da c’houlen ur servich digant an den e zeus gallet offanci. Rac-se eta, en em efforçomp da vusuri hon discoursiou hac hon actionou, rac aoun da offanci den ; mar hon eus bet ar maleur-se, n’hor bez nep aoun d’en em humilia, en eur ansav franchamant hon gaou ; ha ma zeus hon offanset, sònjomp e zeo un dever a charite an ancounac’ha eus an injur. Anfin, va mignon, credit ac’hanon ; pa ho pezo lec’h da sònjal en deveus eure benac drouc-comzet diouzoc’h, pe en em grêt coupabl en hoc’h andret, hit oc’h-unan d’e gaout evit en em reconcilia qent an nôs, evit gallout tremen un nosvez vad ; rac an displijadur eus un outrach a fourgaç hac a ra caout unvreou fall.
Etoues ar rêsoniou qen nombrus a ell digass