Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
Simon a Vontroulez

en em sicour an eil eguile evel breudeur. Mar guelomp hon nessa er boan pe en ezom, roomp eta dezàn asistanç, pe autramant na veritfemp qet beza asistet en hon ezom, pa vezimp en ambarras. Pa vez ar bailiuren re bounner evit ar verrienen a essa he zreina, ur verrienen all a deu d’e sicour ; ar voenanen a rancontr un all o vont re zammet d’e c’holoen, en em hast d’he soulaji, en eur guemer an anter eus he c’harg ; ar yar anfm en em amprest, en ezom, da c’hovi viou ar c’hanard. Ur boneur bras eo, hep douet, da gaout piou hon oblich ; mes ur brassoc’h boneur eo c’hoas gallout sicour ar re-all ; rac an anaoudeguez a so douç evit an hini a sant anezi, mes mil guech douçoc’h c’hoas evit an hini en recev. Pa zeus anavezet ar boneur-se, e carfet jouissa eus anezàn bepret, qement a dranqilite a ro d’an ene hac a joa vras d’ar galon. Evelse ivez ec’h eller lavarat e zeo founnus an actionou vad, hac e teu un hini qenta da brodui un eilvet pe meur a hini all. Na lêzomp qet eta achapi an occasionou da ober vad, ha dreist oll, n’en em informomp qet hac an hini en deus ezom demeus hou sicour a sonch, a ra hac a gred eveldomp : an den a souffr a so hon breur, ha n’en deo nemet an dra-se d’hon daoulagad. Greomp evitàn ar pez a ellomp, ha n’en em excusomp qet var hon paourentez hon-unan ; rac neo qet gant aour e rear alao ar muia a vad. Doue n’en devije qet commandet ar charite d’an oll, ma n’en devije qet qemeret ar soign d’e laqat dindan