Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
Simon a Vontroulez

bord an aod, e velen oll ous en em unani da c’hlorifia Doue, da attesti e buissanç hac e furnes, ha va c’halon en em unan gant ur blijadur infinit d’an hymn-se eus a garantez, d’ar c’honcert eternel-se eus a veuleudiguez, pehini a form hep cess an oll grouidiguez.

Mes e creiz ar ravissamant hac ar boneur-se, Doue a falvezas dezàn, hep douet, va eprouvi, hac a c’houlennas diganén an tribut a affliction pehini a dle an oll da baea. Va zad a varvas. E glénved hir ha poannius, epad pehini na achapas digantàn nep clêm, nep murmur, a reas dìn guelet penaus ar gonfianç en Doue a inspir d’an den just ar baciantet evit souffr, an esperanç hac ar resination evit mervel. E varo, pehini a voe evidòn ar c’henta maleur, a roas dìn c’hoas ur guentel all : disqi a eure dìn e zeus poanniou a ene, a bere ne zeus nemet ar religion hepqen a ell dont da zouçât. Ah ! penaus e vez possubl supporti ar c’holl eus ar pez hon eus ar muia qer, ma na elfemp qet en em lavarat deomp hon-unan : En em gaout a rimp en eur bed all guelloc’h ? Esperanç consolant ! An diveza qimyad n’en deo qet eta eternel, hac al liamou en deveus Doue santifiet en draouyen-mâ, n’en dint qet torret evit james !

D’ar c’houlz-se e voa c’hoas chommet em speret un tresç benac eus ar gontadennou dirêzon-se pere a glêven goechal tud indiscret hac ignorant o conta. Hep credi absolumant en apparitionou hac en teuziou, ne voan qet exant eus a ur certen disposition supertitius.