Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
a Vontroulez



HISTOR PHILIP.


Philip, eme Simon a Vontroulez, a so mab d’ur boulonger honest, pehini a meus anavezet e Brest. E dad en devoa savet anezan eguis un den a fêçon, hac en e-unan en deus ur galon vad ha calz a galiteou estimapl. Mes na zeus ezom nemet eus a ur viç hepqen, evit renta inutil nombr a vertuziou. Ar paour-qêz Philip-se a brouv qementse. Goal abret e voa en em accustumet da eva hep moder, en hevelep fêçon na vije cazi james capabl da ober e labour. Enoui a rê e labour anezàn ive, rac caout a rê muioc’h a blijadur oc’h eva ur verennad vin eguet o laqat toaz e gô. Gallet en devije gouscoude heuill micher e dad, ha beva gant enor ervad ; mes e voal-banchant a voa trec’h eguet nep consideration ebet, hac ouspen se, ar gonnessançou fall en devoa grêt en hostaliriou a êchuas d’en distrei deus e zeveriou.

Anfin, un devez en eur vezvas gant ur zoudard yaouanq a voa en garnison en Brest ; he-màn a gonseille Philip d’en em angagi, oc’h assuri dezàn ne voa netra preferabl d’ar vicher a zoudard ; ne voa mann da ober, emezàn, hac ec’h ellet en em divertissa adalec ar mintin betec an nos. Philip charmet o clêvet ur seurt langach, a yas qerqent d'en em angagi, hep sonjal en desolation e zê da laqat e calon e dad hac e vam. Na zaleas qet da veza punisset eus an ancounac’h a en devoe evit ar re da bere e tleye ar vuez.