Cetu én anrolet hac o vont bep mintin d’an exerciç. Ne voa qet se ar c’haera eus ar vicher, ha Philip a gommance da zantout n’en devoa qet e gamarad comzet dezàn eus a zifficulteou ar vicher. Un devez e pehini ar maleurus-màn en devoa evet eus ar mintin gant daou pe dri sujet fall eus ar regimant, en em bresantas en exerciç, en ur stat nebeut dereat. Ne oar petra a ra, hac e laqa ar re all da vancqout, rac na glêo qet ervad, trantella ra, bale ra var dreid e gamaradet. E serjant a fell dezàn e laqat da sortial eus ar renq, hac a drap en e golier. Philip na gav qet se ervad : tenna ra e sabren hac e vless ar serjant. Qerqent e zeo arrêtet ha cunduet d’ar prison ; condaonet eo d’ar maro, evit beza savet e sabren var e chef.
Ar serjant a voa un den a fêçon, hac a suplias ar c’horonal da implori madelez ar roue e faver ar maleurus Philip, hac ar roue a ziminuas ar boan ; Philip a zo hirio er galeou. Me ho lez da sonjal pebes glac’har eo se evit e dud ! Philip na voa qet grêt evit an disenor. Mes, hac én a ell den gouzout bete pe hent ec’h eller mont, p’en em lezer gouarni gant an didemperanç ? Na velàn netra dignoc’h a druez eguet un den pehini en em expos da goll e benn ha d’en em renta hanval ous an anevalet. Seblantout a ra din e zeo muioc’h da glêm eguet ur foll ; rac ar mezventi a zo ur güir follentez, hac e ve mezus bras dìn beza en em rentet foll dre va faut.
P’en devoe an tad Simon achuet da barlant.