Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
Simon



Presanç an autrou mêr, den veneret meurbed gant tud e gommun, na gene mann an dud vad-se. An dud yaouanq hac ar merc’het yaouanq en em gundue en honestis, ha pep tra a dremene ar guella tout. Gouscoude, pa antrejomp en un hostaliri evit qemer hon repas, e veljomp un den yaouanq pehini en devoa evet bete coll e benn. Er stat trist-se e talc’he proposiou vil, en hevelep fêçon ma voe prevenet an A. mêr, pehini en laqas cundui d’ar prison. Gant plijadur e clêvjomp ar mêr a fêçon-se oc’h adressi qentelliou fur ha douç d’an hostis, var ar gaou en devoa bet da lezel an den yaouanq maleürus-se da eva en-tuont d’e ezom.

Guelet a rit-hu, eme Simon a Vontroulez, peguen mezus ha peguen disenorabl eo ar viç a didemperanç ! Cetu aze un den yaouanq pehini na gredo mui en em disqeuz dirazoc’h hep rusia, c’houi pere a seblant oll beza mad hac honest. Eurus c’hoas ma zeo deut an A. mêr a benn d’en laqat e câz d’e ampech da ober sotoniou da bere ec’h elje en em livra ! rac ur maleur benac a elle erruout gantan, evel a erruas gant ar paour-qêz Philip-se, pehini a vije bet un den enorabl, panevert e banchant bras d’ar güin, hac a zo hirio an deiz er galeou, abalamour m’en devoa evet dreist-musur. — Oh ! tad Simon, contit eta deomp histor ar Philip-se, eme ar bautret yaouanq. — A galon vad, va mignonet, ha goude se e contot anezi d’ho camaradet, evit ma tachint da brofita demeus ur seurt exempl.