Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
Simon a Vontroulez

d’en em realisa, hac a rofe dit, un devez da zont, ur gondition brillantoc’h, sonch neuze e tle servich dit da enori guelloc’h da dad ha da vam, ha da nonpas rusia diouto. Ar mab a rusia ous a humilite e dud, en em disenor e-unan, rac en em embanni a ra ingrat, orgouillus, indign deus ur guelloc’h fortun ; ha se hep gounit netra, rac er moment ma fell d’an azennic en em zisqeus henvel ous an hebeul, e paqer anezàn dre e ziouscouarn, hac e laqer a nevez var e guein ar bâs ma zeo grêt evit douguen.

Pez seurt vad benac a erru ganeomp, bezomp glorius da ober hommach eus anezàn d’ar re hep pere na vijemp netra ha na eljemp possedi mann. Dreist oll, meritomp o benediction ; rac an hini n’en deus qet benediction e dud, na dle qet esperi faveur an ên, na sicour an douar. Ar mab ingrat, ar mab impi, a so distolet evel an disqiantet diremed. Maleur dezàn, mar teu da veza tad d’e dro ! e gôsni na gred qet reclami droajou pere en deveus bet dianavezet ; ar respect eus e vugale a ra rusia gant remors e dâl guenn ; hac én e-unan na gred qet binniga e lignez e-unan, rac aoun da zouguen maleur dezi. Ah ! Simon, bez joa en da galon : en em santout a res eurus da veza tad, hep douet ez out bet mab mad !

————


Eürus da veza tad ! Ah ! d'ar gomz-se eo, va Doue, e meus santet va c’halon o sailla