c’homzou-se anezi da zailla crén, hac ez oun bet contant. Ia, ia, a meus-me lavaret ouzìn va-unan, beza e zeus aze ebars qement hac a faut : respect, anaoudeguez, carantez ha confianç. Oh ! Simon, na elles qet ancouat birviqen ar pez a dlees dezo : ar grêt vad eus ar vuez, ar soignou roet d’as pugaleach, an encres, ar fatic, nosveziou tremenet gant an hini e deus da laqet er bed-mâ ha da vaguet eus e leaz ; ar vadelez, an oaz eus an hini en deus labouret evit da elevi hac evit prepari da amzer da zont ; an descadures a c’heus recevet digantàn, hac on exemplou en deus roet dit. Oh ! Simon, beza e pezo sonch atao e zeus er gueriou-mâ, carantez a vuguel, un dra benac hac a zisqeus penaus da dad ha da vam a represant Doue var ar bed, hac e zeo ret o enori, o servicha, oboissa dezo. Dont a rint da veza côs, infirm ; neuze te a guemero soign outo ; o soulaji a ri, labourat a ri d’as tro evit pourvezi d’o ezomou. Hac o defe defautou, na velfes qet anezo ; ha ma en em avisse re all d’o anzao, te vouife o excusi, te denfe varnezo ar respect, ous en em renta da-unan just ha respectabl ; rac ar buguel vertuzus a so ur voel stlapet var noaster an tad, ur bouclier pehini a brotech sempldet ar vam. Pa red sclêr ar rivier, var biliennou ha var sabl caer, e ra enor d’e sourcen, ha ne inclasqer qet hac hi voe sclêr pe droubl.
Bez sonch, Simon, a lavaren c’hoas diouzòn va-unan, ec’h eus grêt un unvre sot benac a ambition : ma teule dre chanch an diotach-se