Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
Simon a Vontroulez


En eur ober ar reflexionou-se, ez oun bet disqennet e fonç va c’halon, evit ellout examina ha me am boa peadra da ober mignonet dìn, ha dreist-oll d’o c’honservi. Seblantet eo bet dìn e voan en tout ur pautr a-fêçon aoüalc’h, en despet d’am lod a zefautou ; ha se en deus grêt dìn calz a joa, o santout e teziren vad d’am nessa, na zeziren droug da zen, em boa affection em c’halon, ha dre se ec’h allen conta var ar boneur da veza caret. An examin-se, er memes amzer, en deus procuret dìn an avantach da zizolo un defaut benac da gorrija ennòn, da zispaca dirac va daoulagad ul loden deveriou meurbet douç, ha da zizolo guelloc’h ennòn ar santimanchou mad a meus ellet da gaout. Pa rear un invantor, en em diambarasser deus al loustoniou, hac e regler evit ar guella an implich eus ar pez a ell servich.

Marteze e vezot contant diouzòn, abalamour ma laqàn ac’hanoc’h en secret va c’havadennou. Mar dint util dêc’h, ne c’houlennàn qet ouzoc’h pris all ebet evito, nemet da gresqi an nombr eus an dud honest, eus a bere an affection hac an istim a so evidòn ar preciussa eus an oll vadou.


————


Ar c’henta respont eus va c’halon, pa meus interrojet anezi var e deveriou, er memes amzer eguet var e affectionou, e zeo bet oumàn : da dad ha da vam ! Santet emeus e laqe ar

21