Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
ŒUVROU DALIF





MADELEZ


Simon a Vontroulez.


————


Anavezout a ràn, mignon lenner, diou dra na ell qet ar re binvidic prena gant aour, hac a ra ar binvidiguez, pe da viana, consolation ar paour, pa voar o meritout ; an diou dra-se eo istim hac affection an dud a-fêçon. O veza bet c’hoant dìn da gaout ar fond precius-se, e meus clasqet gant soign vras ar voyenou d’e acquisita, hac e zon deut abenn da anavezout e teu ar furnez da didenna an istim, mes penaus na sufis qet e-unan evit concilia an affection. Oumàn, herves ameus sonjet, n’en em accord nemet d’ar vadelez, rac na garer mad ha pell-amzer, nemet ar re so capabl d’e renta ; hac evit beza capabl da garout, e zeo ret beza mad. Calz e zeus da baria penaus un den pehini n’en deus qet a vignonet, n’en deus caret e-unan den ebet, ha ne zeus nep calon capabl da respont d’e galon sec’h hac insansibl ; rac na eller qet starda ho torn, pa na bresantit nemet ur bis ; ha mar deo disec’het ar greffen, ar vezen na royo qet a seau, ha n’en em stago qet outi ; hac evit coli mad, eo ret indui an daou bez.