Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
ŒUVROU DALIF

buannoc’h c’hoas em c’hreiz. Penaus ec’h alfen rei da gompren d’ar re n’er santfent qet en o c’hreiz o-unan, an esmaou e zeo capabl ar gomz-se hepqen da zifuni ? Peguement e voe Doue mad ha fur, pa stagas qement a charmou hac a jouissançou da zeveriou qen necesser ! Souffrançou ha fatigou, n’int-y qet oll ancounac’hêt d’ar c’henta c’houerzadennic demeus hor buguelic ? Pebes aoun direpos, pebes interest puissant, pebes esperanç joaüs en em attach d’ur c’hrouaduric qen infirm, d’e basiou qenta, d’e zisterra criaden, da bep comz nevez a zorti eus e c’hinaouic ! Oh ! eus an oll santimanchou, an douça, an tenerra, an nebeuta interesset ! Gouzout a reomp en em separo hon bugale diouzomp, un deiz a vezo ; gouzout a reomp penaus un deiz da zont e tleomp cessi da veza o c’henta affection ; neus forç, ne c’houlennimp qet an distro antier eus ar pez a roomp dezo ; ra vezint eürus, eürus memes heptomp, memes dre liamou all ; qement a zeziromp eo, se eo ar but uniq eus hon oll effortjou, hon brassa ambition eo. Anqen, poan, beillou, labour, netra na goust da un tad mad a vel ar pell-amzer da zont evit e vugale. Ha petra a lavarìn-me dious ur vam oc’h evessa var ar c’hroaduric frajil e deus douguet en e c’hreiz, hac ous e vaga demeus he sustanç e-unan !… Va mignonet ! nep piou benap en ho touez a zo tad pe vam, am c’hompreno. Ar re all na ellont qet c’hoas santout an dra-se en oll ; rac na briser mad nemet ar joayou hon eus santet hon-unan.