Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
Simon a Vontroulez

suretoc’h d’en em laqat vaccina, eguet yac’hât ar vrec’h ! Pet so c’hoas hac a c’hoarz, pa lavarer dezo ec’h eller mervel gant moren ar glaou, ha beza ampoesonet gant an darn-vuia eus ar scabeliou toussegued ! An dud-se a so tud sot, hac a gredo re divezat.

33. Na imitit qet anezo, va mignonet, ha mac’h erru ganêc’h ur boan benac n’ho pe qet ellet ampech en eur heuill va setançou, bezit retasmantìcours buan d’ar medicin a ell yac’hât ; rac arabat eo deport, evit digass dour, ma vezo an tân e pêvar c’horn an ty.

34. Mes, er c’hâs-se, dioüallit credi da bromessaou marvaillou, rac, mar deo fur ar gonfianç, ar gredanç ne deo qet.

35. En em disfiit eus ar charlatanet o deus remejou evit an oll glénvejou ; rac an habit a ya da bep den, na ya mad da hini. Ar c’homzou nac an tasmanchou na yac’haont clénved ebet ; hac ar remed a yac’ha unan, a ell beza ur poeson evit un all.

36. Cetu aze petra eo, va mignonet qer : va medicinerez, evel a velit, ne ra qet ur stalach bras, hac hep douet ne dalvezo qet dìn ur bonet a zoctor. Mes, lavaret a rìn dec’h c’hoas : dan hini a voar ervad en em guemer, ne zeuz qet ezom nemeur a guig evit ober bouillonç ; hac ur memes tra d’an hini a voar en heuill, ur c’husuill mad hepqen a so aoualc’h evit rei cant profit mad.

Simon a Vontroulez.