Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
ŒUVROU DALIF


28. An arc’hant a lezer d’en em douch gant matiri corrompet, na ell qet en em gonservi neat na pur. Ar mergl a deu abenn da doulla ar billig na nettaer james. An hudurniach a so ur mergl a ell ivez uza hon c’horf, ha noazout calz d’hon yec’het.

29. Mar pâr an eol evit an oll, ar rivier ivez a red evit tout ; hac e zeo ivez evit an oll e teu hac e ya an ear : ne zeus eta nep seurt mizer a elfe hoc’h ampech da voalc’hi ho corf, ho lingeri, ho podiri, da nettât ho logeis, ha da nevezei an ear.

30. Ma n’er grit qet, e prevenàn ac’hanoc’h penaus al loustoni en em dastum var ho c’hroc’hen en em chencho en lastez hac en gouliou ; penaus an hurnudiach a formo ur poeson er vesseliou e pere e laqit ho poued ; penaus an humidite a vahomo ho ty hac a rento ac’hanoc’h seyet ; anfin penaus an ear corrompet a velennayo ho corf, a voasto ho respiration, da c’hortos ma etouffo ac’hanoc’h.

31. An obstination hac an ignoranç, pere a vale qen mad assambles, a so c’hoas alies caus deus hor c’hlenvejou ha deus hor maro. Offr a rear deomp moyenou d’en em breservi deus a certen poaniou ; mes, glorius deus hon ignoranç, e chassaomp pell diouzomp ar sicouriou hac ar c’honseillou ; falvezout a ra deomp gouzout muioc’h eguet ar re o deus tremenet o buez da zisqi, hac e c’hortozomp ar boan gant on obstination sot.

32. Peguement a dud so c’hoas pere neo qet felvezet dezo credi e zeo simploc’h hac as-