Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
Simon a Vontroulez

nervennou hac an empen ; gallout a ra renta foll, imbicil, ha laqat da vervel subitamant.

21. Compari a ràn ar goler da ur c’hanon en deve daou guenou, eus a bere unan eus anezo a vez bepret troet varzu ar c’hanonier, hac en lasfe alies.

22. Beza so certen tud hac a gred e teu ar goler da soulaji, hac e zeo ret e dismanta. Amâ eo certen ar c’hâs da lavarat e zeo ar remed goasoc’h eguet ar boan ; an dra-se so en em deuler er rivier evit soulaji ar sec’hed.

23. Ar güir voyen d’en em soulaji, pa vezer offancet, e zeo d’en em renta mestr diouzomp hon-unan, ha da voasqa ar goler. Mouguit an oll tâniou bian, hac ec’h evitot an tân-goall.

24. Sonjit penaus, en ho fulor, ec’h ellit coumetti ur c’hrim, ha ma teu ar rêson dêc’h, ar remors n’ho quittayo qet ; sònjit ivez e zeo ar remors ul lim pebini a grign ar speret, ar c’hig hac an esqern.

25. An anvi a so c’hoas ul lim all pehini na grign qet nebeutoc’h nos-deiz. Ober a ra, eus a voneur an nessa, ur speç teuz pehini a deu da fourgaci ho calon ha d’ho tifuni en ul lam.

26. Renta ra treud, glas ha melen ; lemel a ra an appetit, ar c’housqet ; hac ar vad a ra hepqen, a lavarer, e zeo da laqat an anvius da grevi.

27. An anvi, ar goler, ar feneantis hac an intemperanç, a so ourdousder hac a souill an ene ; en em goarantissomp ivez eus ar re a ell corrompi ar c’horf, ous en attaqi diouc’h-tu.