Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
ŒUVROU DALIF

ha na chom qet pell el lec’h n’er c’hav qet.

14. Ar feneantis so ur c’housqet e pehini ne zeus qet nemeur a unvreou mad, ha ne vezo qet na nerz an ene na nerz ar c’horf.

15. Ur vrec’h pehini a zouguer en echerp en em fêpla hac a deu da veza treud ; mes an hini a labour a sant tevâd e guiguen ha cresqi e nerz. Personach ur feneant a so oll en echerp.

16. Ar pez a ra vad d’ar vec’hed, eo al labour a exerc ar memprou. Mes mar talc’h ho labour ac’hanoc’h re dastumet hac hep flach, ha mar santit ne red qet aoüalc’h ho coad dre ho coazied, qemerit un tam mouvamant en hoc’h heuriou a repos, rac an hini na labour nemet azezet, na ell en em discuiza nemet en eur vale, ha pa zeo gourdet ar c’horf, un exerciç mad a ra ar memes effet evel beza goadet.

17. Ar feneantis a brodu ar vizer ; ar vizer a laz ar c’horf dre ar brivationou, hac ar speret dre ar chagrin.

18. An activite a ro an eazamant, an eazamant a so mam d’ar gontantamant ha d’ar yec’hed.

19. Tec’hit eta ous al lenteguez evel un etouffouer e pehini e voug an eteo ; mes en em mirit ivez ous reguezen ar goler, e pehini en em gonsum en ur moment.

20. Ar goler so ur c’hlénved eus an ene, demeus an dangerussa evit ar c’horf : anflami ra ar goad, fourgaçi ra ar galon, hegassi ra an