Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
Simon a Vontroulez

gourmandis da gorrompi ar santinel !

7. Pa zeo slambouc’het ar balonç, ar pez a vez c’hoant da c’hoeza c’hoas ennàn, na ell servichout nemet d’e laqat da grevi. Sonjit ervad penaus, evelse ivez, ar pez a leqeot ebars en ho corf, goude ar pez a so ret evit e vaga, na servicho nemet d’en dilabri.

8. Hoc’h estomac eo ar marc’h a zoug tout ho pacaden : gant ur menajamant fur, ec’h ell ho cass pell ; mes mar er sammit dreist-musul, pe ma na lezit qet a repos gantàn, e lezo ho pacaden en hent.

9. Eva evit terri ar sec’hed, pe evit repari an nerz, a so ur blijadur just ha fur ; mes eva hep sec’hed a so follentez. Pa en deus ezom ur prad dour, e cunduer ennàn ur rigolen ; mes na zigorer qet ar chausser evit laqat antren ar rivier.

10. Ur marc’had trist a rear, pa verzer an ty evit caout ur voutaillad benac a vïn. Ur c’hoari sot eo laqat ar vuez en pari evit gouzoug ur voutaill.

11. Arabad eo e teufe an hano eus a vïn-ardan d’ho trompla, en ur sònjal e cresq an nerz : muioc’h en deus lazet eguet yac’hêt.

12. Na zit qet da scarza ho yalc’h evit ar blijadur da garga ho côf ; rac yac’hoc’h e zoar, hac e valeer eünoc’h gant arc’hant er godel, eguet gant moguet güin er penn.

13. Hac evit nonpas beza tromplet, bezit hep-cess occupet, rac an intemperanç na vale nemeur nemet e compagnunez ar feneantis,