Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
ŒUVROU DALIF


2. Ar viçou so ur raç founnus : na zeus hini eus anezo na ell produi cant clénved ; ha pa n’o deus nemet ur buguel, alies ar buguel-se eo ar maro.

3. Ar maro hac ar c’hlénved o deus ennomp pemp ministr actif ha redoutabl, pere eo : an intemperanç, ar feneantis, ar goler, an anvi, hac al loustoniach.

4. Furnez Doue en deveus staguet ar chalm eus ar blijadur d’an oll actou necesser d’hon conservation. Madelez Doue e deveus roet deomp ar blijadur evit hon reposi deus a faticou ar vuez. Ar blijadur eta a so un dra vad, hac ec’h eller e c’hemer. Mes an hini a abus outàn, n’en em gonserv na n’en em repos qet ; en em scuiza hac en em distruji a ra.

5. Ne zeus qet a guen mad tra a behini an dreist-musur na deu da veza dizeür : an eol a so necesser evit meüri an eaust ; mes mar pâr hep discontinuation, e tizec’h hac e c’hrill an hed. Ar glao a refresca hac a founussa an douar ; mes mar cuez hep cess, e tic’hlan ar parqeyer hac e veuz ar c’hriziennou. Er memes tra, ar garantez so grêt evit rei ar vuez hac evit e c’haerât ; mes al libertinach hac an debauch a so ar goaleigner hac ar bourrevien.

6. Sqiant ar vlâs a so ur santinel placet en arauc, evit anavezout ar vagadurez qent eguet en lezel da antren ebars hon estomac. E zever eo d’hon avertissa pe én so mignon pe adversour, ha da c’houzout hac én a so peadra evit e loja. Gar eta d’ar blacen, ma teu ar