Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
Simon a Vontroulez

hac espern betec eno calz a boanniou bian hac a boanniou bras.

Dre n’oun qet habil aoüalc’h evit invanti ur fêçon da bresanti sclêramant va doctrin, e meus clasqet ur model benac. Hoguen, pa rear qement hac heuill un exempl, e zeo qencoulz qemer an hini guella : Abalamour da se eo oun en em arrêtet d’an hini en deus roet dìn Hippocrat, ar medicin-se qen brudet bras ebars en amzer ancien, eus a behini an doctoret a hirio a rapport c’hoas an hano en o levriou. Dictet en deus e reoliou dindan ar form a setançou, autramant hanvet aphorismou. Ar fêçon-se a blich dìn, hac ar guentelliou a seblant essoc’h da gompren ha da zelc’hel, rac an tamouigou bian a chanqer, a vez lounqet ha digeret calz êzetoc’h eguet ar re vras. Evelse eo eta e zàn da ober, hac e souhettan e teufe va selançou, o tialbenni ar c’hlenved, da espern un nebeud a labour da re Hippocrat, pere o deveus evit objet d’e yachat.


SETANÇOU


Simon a Vontroulez.


————


1. An nerz hac ar yec’het eus an ene o deus ur vertuz dreist-ordinal var nerz ha yec’het ar c’horf. Mar deo corrompet an ene, e ra var ar c’horf evel ul liqeur crignus pehini a zistruch ar vessel ebars pehini e zeo dastumet.