Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
ŒUVROU DALIF

lamant muioc’h anavezet ha muioc’h pratiqet, a elfe ober un nebeud gaou d’an hini a glasq yac’hât ; mes n’en deo qet evelse, hac e seblant e zeo guelloc’h ober foei var an oll gonsecançou eus ar boan, e lec’h so qen prizout d’en ampech da zont. Me ameus ur princip contrel en tout da se ; rac sònjal a ràn penaus ar boan a souffrer a so un dra certen, e qeit ha ma zeo ar paridiguez a glasqer un dra douetus. Evelse ivez ez oun en em appliqet bepret d’en em dioüal dious unan, evit caout an nebeuta possubl demeus a eben, a behini na ententàn netra. Dre ma zoun en em gavet mad diouti, hed va buez, e tezirfen hoc’h angagi da heuill ar memes moyen ; hac evit ho sicour e zàn va mignonet qer, da verca amâ ur princip benac, pere so ar frouez demeus va observationou.

Ma na fell qet dìn ober an doctor, ne fell qet dìn qennebeut tremen evit ur charlatan, rac ounnes a so ur raç hac a veprisàn evel ar guevier, hac eus a behini e meus aoun evel dious ar poeson. Evelse ivez ne annoncìn qet dec’h penaus, en eur heuill va zamouigou qelennadurez, ec’h evitot an oll boanniou. Arabat eo james goulen, credi nac esperi an impossubl. Pa guemerit ho mantel, n’en doc’h qet certen ne vezo qet treuzet gant ur bâr arneu benac ; mes da viana un dra vad eo bepret evit nonpas beza glebiet, rac ellout a ra ho coarantissa demeus a ur glao ordinal. Ur memes tra eo deus va medicinerez : ne ampecho qet ac’hanoc’h da vervel ; mes gallout a ra dale hoc’h heur,