Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
ŒUVROU DALIF

allomp da gaout recours d’ar seurt digareou fall-se, ha paeomp ar pez a dleer da baea, qentoc’h eguet lavarat guevier ; rac ne zeus james a brofit o tisclêria ur falsentez nac o sina ur gaou.


————


Demeus an oll gargou public, ar goassa, hep douet, e zeo an hini a c’halv bep bloaz dindan an drapoyou un darn deus hor bugale. Conveni a ràn e zeo poanius ar sacrifiç-se ; ha ma ellit disqeus dìn ur voyen all da gaout un arme vras evit laqat respecti frontierou Franç, evit difen ho famillou hac ho tanvez a enep attaq an estranjourien, pe ma ellit prouvi dìn e zeo an arme buissant-se inutil, e lavarìn dêc’h oc’h eus rêson da vurmuri. Mes ne zeus ezom nemet nebeut aoüalc’h a speret evit compren eo se disispanç ; ha qement a eller da zezirout eo ma vezo ar garg-se partajet ingalamant, ha ma poezo hep differanç var an oll famillou. Hoguen, evit se, ne gred qet dìn e ve nep moyen lealoc’h eguet tenna d’ar sort, hac e zeo justamant an hini en deus choaset al lezen. Ma e deveus etablisset un distinction benac, ur privilach benac, e zeo e faveur ar re infirm, en faveur mab an intanvez, pehini a vezur e vam, en faveur an den yaouanq en deus dija ur breur dindan an drapo o pea dle e famill. Qementse oll so just ; ha guelit c’hoas furnez al lezen : en eur anlevi un den d’ar vicher en devije choaset e tigor dezan en dedommaja-