Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
Simon a Vontroulez

mant moyenou all ; e bourvezi a ra deus un tiltr enorabl ; offr a ra dezàn ar bossubldet d’en em avanç er vicher nobl a soudard, ha ne zeus nep soudard pehini, gant courach ha cundu vad, na ell esperi un devez benac da gaout epauletennou aour pe arc’hant e fonç e zac’h.

Pell dious murmuri, va mignonet, en em soumettomp eta d’al lezen ; binnigomp ha caromp anezi, rac beza eo hon patroniach hac hor brotectoures. Hac evit disqeus dezi hon respet hac hon attachamant, respectomp ivez qement a so carguet en he hano deus un autorite pe deus un nerz benac. Clêvet emeus alies crial crén a enep an dud en carg, commisserien, hucherien, commissien, archerien, ha re-all, hac emeus lavaret diouzòn va-unan neuze : an neb o deus qement a gassoni evit ar servicherien, ne maint qet a dra gant ar mestr, pe o deveus da viana c’hoant d’en eur vrouilla gantàn. An dud a garg-se hac o ajantet so en effet servicherien al lezen, ha ni so ivez hon-unan ; tleout a reomp, en ezom, laqat e respecti ; rac an tenzor commun eo a so confiet da c’hard an oll. Ma velfec’h un den o tic’hradi ur monumant public, na yefet-hu qet da lavarat dezàn : Ar monumant-se so deomp ; perac e tic’hrades-te anezàn ? Al lezen eo ar preciussa eus an oll monumanchou ; tleout a rit ivez ampech ober gaou dezàn.

Ha petra a lavarìn-me eus ar circonstançou grevus e pere e c’halv ac’hanoc’h-hu da renta, en ur fêçon, ar justiç ? Ne zeus den exant da