Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
Simon a Vontroulez

hac habiloc’h eguet ar re o deveus studiet al lezennou. Neo qet ar boan, a lavarot, da laqat anregistra an act-màn, na da gass evit se hon arc’hant da vureau an timbr. Cetu aze un tad a famill maro ; ni voar aoüalc’h petra en deus ; da betra mont da ober frejou un invantor ? Ar rêsoniou-se a seblant dêc’h just hirio ; mes petra a leverot-hu, ma teuer, un devez da zont, da gontesti ouzoc’h an dat eus hoc’h act, pe da c’houlen diganêc’h cont eus un dra benac na apparchante qet d’an hini maro ? Pelec’h e cavot-hu preuvennou ha tiltrou evit hoc’h abrita diouc’h ar reclamationou injust-se ? Cetu aze traou e pere n’ho pije qet sonjet, hac e pere en deus al lezen sonjet mad, en eur ordren an oll brecautionou fur-se.

Hac a propos da se, va mignonet, tleout a ràn lavarat dêc’h c’hoas un dra, pehini en deus an experianç disqet dìn : beza zeus imprudanç er memes amzer evel manq a feiz vad, o tisclêria ebars en actou ar pez neo qet ar virionez. Na erru nemet re alies, ha se evit miret da baea nebeut a frejou, er verzou, el lizerou-ferm, pe gontrajou all, e tissimuler ur pris, hac e zeus recours da vil finessaou. Mes, allas ! ar seurt actou digomplet ha gaouyat, a so ur sourcen a brocesou ; rac al lezen na brotech hardiamant nemet ar virionez hac al lealdet ; qement a hanver lizerou-control, prester-hano, den-colo, comper, ha traou all pere o deus evit objet da renta dieffet ar pez e deveus ordrenet, a so en e c’hever hep credit. Dioü-